Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/501

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
489
IV LEVR. — III KENTEL.

baour, ker braz eo ho madelez enn ho c’henver. Enn-hoc’h ema kement tra a hellann hag a dleann da c’hoantaat. C’houi a zo va silvidigez ha va Salver, va fisians ha va nerz, va enor ha va gloar.

Grit ma vezo laouen hirio ene ho servicher, rak savet em euz va ene war-zu enn-hoc’h, o va Jezuz. c’hoant am euz breman d’ho tigemeret gant feiz hag evel ma’z eo dleet ; c’hoant am euz e teufac’h em c’haloun, evit ma vezinn binniget gan-e-hoc’h evel ma oe binniget Zachee gwechall, hag evit ma vezinn lekeat e-touez bugale Abraham.

Va ene a c’hoanta digemeret ho korf sakr ; va c’haloun, ha mall gant-hi, a choulen beza a-unan gan-e-hoc’h.

2. — Plijet gan-e-hoc’h en em rei d’in, a-walc’h eo ; rak n’euz netra nemed-hoc’h hep-ken a gemend a hellfe digas frealz d’in. N’ounn ket evit beva hep-d-hoc’h, n’ounn ket evit beva, ma na zeuit ket d’am gwelet. Red eo d’in eta tostaat aliez ouz-hoc’h hag ho tigemeret ive evit mad va ene, gant aoun na zeufenn