ket Doue d’ezhan ar boed santel-ze da grevaat he nerz, e teufe buhan da veza gwaz-oc’h-waz.
Ar goumunion zantel eta hon distro dioc’h ann drouk hag a ro nerz d’e-omp evit ober ar mad. Mar d-ounn breman ken dieguz ha ker laosk, siouaz d’in, pa glevann ann oferen ha pa dostaann ouz ann daol zantel, peger laosk ne venn-me ket m’am he diouer euz ar boed-ze, ma ne glaskfenn ket eul louzou ken nerzuz !
Petra-bennag n’emoun ket bemdez e stad vad evit tostaat ouz-hoc’h, o va Doue, me lakai va holl boan evelato evit kemeret ho korf sakr d’ar c’houls ma vezo ann amzer, hag evit kaout va lod euz a eur c’hras ker braz.
Rak ar frealzidigez vrasa, ar frealzidigez n’euz nemet-hi evit ann ene mad e-pad ma’z eo dalc’het enn he gorf marvel pell diouz-hoc’h, ar frealzidigez vrasa zo eo kaout sonj aliez euz he Zoue ha digemeret gant feiz he vuia-karet.
4. — O burzud ! Na peger braz eo ho madelez enn hor c’henver, o va Doue ! C’houi hoc’h euz great kement zo, c’houi