Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/506

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
442
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

Krist oc’h ober pinijen, o trei hor spered war-zu Doue hag o pidi anezhan a galoun. Goude m’hon euz lekeat hon ene e stad vad, kemend ha ma hellomp, e ve pec’hi e-kenver hor Zalver ma ne fellfe ket d’e-omp digemeret he c’hrasou gwella, he c’hrasou founnusa ha santela ; bez’ e ve ive ober fae euz ar vuez, rak ma ne zebromp ket kik Map ann den, ha ma na evomp ket he c’hoad, ne vezo ket ar vuez enn-omp. C’hoantaat a dleomp atao kaout ar bara-ze a zo diskennet euz ann env ; bez’ e tleomp her goulen dalc’h-mad ; bez’ e tleomp en em vaga anezhan hep paouez, evit ma vezo diframmet euz hor c’haloun ar c’hrisiennou a varo a zo enn-omp abaoue m’hon euz pec’het.

Aotrou, roit d’e-omp bepred ar bara-ze a ro, hervez ma hoc’h euz lavaret, ar vuez a bado da viken. Evel-se a lavar ar Iuzevien, ha dre-ze e tiskouezont petra a c’hoanta pep den. Ann dud holl a c’hoanta beva da viken, ne fell ket d’ezho kaout diouer a netra ; enn eur ger, bez’ e fell d’ezho beza euruz. Hen-nez a ioa ive c’hoant ar Zamaritanez. Pa lavaraz Jezuz d’ezhi : Grek, neb a evo ann dour a roann n’en devezo biken sec’hed ; rak-tal hi a lavaraz d’ezhan : Aotrou roit d’in eul lomm euz ann dour-ze, evit n’am bezo sec’hed hiviziken ha na vezo ket red d’in dont aman da denna dour euz a eur