Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/51

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
I LEVR. — XII KENTEL.

nebeud hag o c’houzanv ho poan gant nerz-kaloun, eget na rafac’h o stourm out-ho stard hag heb ehana. Kemerit kuzul aliez pa viot temptet, ha ne vezit ket re striz oc’h neb a vez temptet. Kentoc’h e tleit frealzi anezhan, evel ma karfac’h e vec’h frealzet hoc’h-unan.

5. — Penn abek ann holl demptasionou a zo enn-omp hon-unan, dre ma’z omp edro ha dre n’hon euz nemet nebeut a fisians e Doue. Rak, e-c’hiz eul lestr hep stur a zo taolet ha distaolet gant ar c’hoummou, evel-se ann den a zo temptet e meur a zoare, pa vez laosk he galoun ha pa ne zalc’h ket mad d’he venosiou.

Dre ann tan ec’h anavezer ann houarn mad ; dre ann demptasion ec’h anavezer ann den santel. A-wechou ne ouzomp ket petra dalvezomp hon-unan ; ann demptasion avad a zesk de-omp petra omp.

6. — Red eo d’e-omp teurel evez mad, dreist-holl pa en em ziskouez ann drouk-spered, rak neuze e vezo easoc’h d’e-omp beza treac’h d’ezhan, o prenna out-han dor hor c’haloun hag o vont enn