Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/513

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
501
IV LEVR. — IV KENTEL.

mantret gant ar c’hlac’har ; va fec’hejou, ker braz int, a zo d’in eur gwall veac’h ; ann temptasionou hag ar gwall-ioulou direiz a wask ac’hanoun, ha koulskoude den ne astenn d’in he zourn d’am diboania ha d’am zavetei ; den e-bed nemed-hoc’h-hu, o va Doue, den e-bed nemed-hoc’h-hu, va Zalver. Etre ho taouarn-c’houi eo en em lakaann, me ha kement tra am euz, evit ma plijo gan-e-hoc’h va diwall ha va c’has d’ar vuez a bado da viken.

Digemerit mad ac’hanoun, evit enor ha gloar hoc’h hano, c’houi hoc’h euz lekeat ho korf hag ho koad da veza magadurez va ene. Grit, Aotrou, va Doue ha va Zalver, grit ma kresko enn-oun ar feiz hag ar garantez kel liez gweach ha ma tostainn ouz ho misteriou sakr.


EVIT HOR C’HELENN.


Jezuz-Krist, pa edo o vont da guitaat ann douar, a lavaraz d’he ziskibien e tigasfe d’ezho ar spered-santel d’ho frealzi. Ar Spered-Doue-ze eo a zo roet d’e-omp