Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/524

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
512
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

bep netra e-bed ha noaz, mont a rinn dirak va Aotrou ha va Doue, ha neuze e lvirinn d’ezhan : ho pezet truez ouz-in, Aotrou ; plijet gan-e-hoc’h va gwiska hoc’h-unan gant ar zae c’hlann, evit ma vezinn kavet mad da vont ebarz kampr ar fest. Ma ne zeuit ket da rei skoaz d’in, ma ne roit ket d’in ar pez am euz ezomm, biken ne vezinn kavet mad evit tostaat ouz ho taol zantel. Plijet gan-e-hoc’h sellet a druez oc’h ar paour keaz-man ; deut d’he gavout, Tad mad ha trugarezuz-meurbed, astennit ho tourn evit he c’holei, noaz ma’z eo ! Ia, Aotrou, fisians am euz bet enn-hoc’h, ha ne vezinn ket goloet a vez da viken.




SEIZVED KENTEL.


Red eo d’e-omp furcha e gweled hor c’haloun ha kemeret eur menoz mad-bennag evit mont war wellaat.


1. — Jezuz-Krist. — Red eo dreist pep tra evit lavaret ann oferen, evit lakaat he zourn war ar zakramant sakr hag evit he gemeret, red eo e tostafe ar belek oc’h ann aoter gant eur galoun izel-meurbed, gant eunn doujans ar