Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/526

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
514
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

evesiek e-kenver ann traou a-ziaveaz ha ken dievesiek e-kenver ann traou a-ziabarz.

Hirvoudit o veza ma’z oc’h ker buan da c’hoarzin ha da c’hoari, ha ker kalet pa ranker gouela ha kaout keuz ; ker buan da laoskaat ha da veva enn hoc’h eaz, ha ken dieguz pa vez red kastiza ho korf ha kaout ar gwir feiz ; ker c’hoantek da glevet ann nevezentiou ha da welet ann traou kaer, ha ken digaloun evit ann traou dister ; ker c’hoantek da zastum madou, ha ken dic’hoantek da rei, ker stag ouz ho tra hoc’h-unan.

Hirvoudit o veza ma’z oc’h ken dievez enn ho komziou hag o veza ne ouzoc’h ket tevel pa vez red ; ken diroll enn ho puez ha ken dievez enn hoc’h oberiou ; ken techet d’al lontegez ha ker bouzar oc’h mouez Doue ; ker c’hoantek da ehana, ha ken dic’hoantek da boania ha da labourat ; ken dihun evit klevet kelou, ha ker kousket pa vez red pidi Doue dioc’h ann noz ; ken dievez e-pad ho pedennou, ha ken douget da lavaret anezho buan.

Hirvoudit o veza ma’z oc’h ker laosk