Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/527

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
515
IV LEVR. — VII KENTEL.

enn eur lavaret ar brevial, ker klouar enn eur lavaret ann oferen, ker seac’h enn eur zigemeret ar zakramant sakr. Hirvoudit o veza ma’z oc’h ken dievez a spered, rak dibaot eo d’e-hoc’h e vec’h distag a-grenn dioc’h ann traou a-ziaveaz. Hirvoudit o veza ma’z oc’h ker buan da vont drouk enn-hoc’h ha ken douget da ober poan d’ar re all, ken tear enn eur varn ann nesa ha ker kriz enn eur damall anezho ; ker laouen pa vezit euruz, ha ker laosk pa vezit enkrezet ; hirvoudit o veza ma’z oc’h boaz da gaout c’hoant da vont war wellaat, ha m’az eo ken diez d’e-hoc’h kas ho c’hoant da benn.

3. — Goude ansav ar pec’hejou-ze hag ar re all, kemend a zo anezho, goude gouela war-n-ezho gant glac’har, ansavit ive ho tistervez hoc’h-unan gant eur c’hoant stard da vont war wellaat ha da vont bemdez mui-oc’h-vui war gresk er mad.

Goude-ze deut d’en em ginnig hoc’h-unan d’in a galoun vad hag a ioul frank, war ann aoter euz ho kaloun, evit gloar va hano, enn eur rei d’in evit bepred ha gant feiz ho korf hag hoc’h ene. Neuze e