Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/528

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
516
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

viot e stad vad da dostaat oc’h Doue evit kinnig ar zakrifiz d’ezhan hag evit kemeret va c’horf-me gant frouez er zakramant sakr.

4. — Rak n’euz netra a gemend a ve gwelloc’h evit plijout da Zoue, n’euz netra a gemend a ve talvoudusoc’h evit lemel ho pec’hejou eget en em lakaat hoc’h-unan a-grenn hag a galoun frank etre daouarn ann Aotrou Doue, dre ginnig korf Jezuz-Krist enn oferen hag er goumunion.

Mar grafe ann den kemend ha mac’h hellfe ober, ma en defe eur gwir c’hlac’har euz he bec’hejou, kel liez gweach ha ma tosta ouz-in evit goulenn gras ha trurgarez m’hen tou dre-z-oun va-unan, eme ann Aotrou, n’am bezo mui sonj euz he bec’hejou, ha distaolet holl e vezint diwar-n-ezhan, rak ne fell ket d’in e varvfe ar pec’her, gwell eo gan-en e tistrofe ouz-in hag e vevfe.


EVIT HOR C’HELENN.


Evit tostaat e stad vad oc’h ann aoter, n’euz netra a ve gwelloc’h, n’euz netra a