Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/529

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
517
IV LEVR. — VII KENTEL.

ve red muioc’h eget diskenn enn hon ene ha furcha doun ha piz bete gweled hor c’haloun. Bez’ hon euz enn hon ene eur skeuden euz a rouantelez ann devalijen ; eno e vev, eno e kresk mui-oc’h-vui bemdez eunn taol braz a dechou fall ganet diwar ar pec’hed en deuz saotret buez ann den er penn kenta. Piou-bennag a ziskenn e gwironez e gweled he ene, a gav enn-han ar grisiou euz a bep tra fall : rogentez ar galoun hag he stroll gant-han ; ar c’hoant dreist kemm da anaout pep tra, ar c’hoantegesiou fall, ar gasoni a zigas ann drouk-komziou ; ann erez, mamm ann torfejou ; krizder ar galoun, plijaduriou fall ar spered hag ar bizder ne baouez ket da lavaret : digas, digas d’in atao. Petra-bennag ne gresk ket hevel-hevel e pep den ann had-ze a varo, evelato diwana a reont e kaloun ann dud holl, ha n’euz nemet ar c’hras hep-ken a ve evit mouga anezho muioc’h pe nebeutoc’h.

Setu hon lod war ann douar abaoue pec’hed hon tad kenta. Piou er stad ker reuzeudik-ze, piou na zeufe da grial gant spount war-zu ann Aotrou Doue evit goulenn out-han nerz ha trugarez : Tec’het a ra ann Aotrou Doue dioc’h ar re a guz ho fec’hejou, ober a ra trugarez e-kenver ar re en em damall ho-unan. Gant truez oc’h ar bec’herien, Jezuz-Krist en deuz great sakramant