a ra pep tra evit silvidigez ar re en deuz great eunn dibab anezho.
8. — Arabad eo eta d’e-omp en em zigalounekaat pa vezomp enkrezet gant ann temptasionou ; startoc’h a ze e tleomp pidi Doue, evit ma plijo gant-han rei d’e-omp nerz enn hon holl enkresiou, hervez a lavar ann Abostol sant Paol : Doue, eme-z-han, a lakai ann temptasionou da dalvezout evid-omp, evit mac’h hellimp herzel out-ho. En em izelaomp eta dirak Doue ann Holl-c’halloudek, pa zeu ann enkrez hag ann demptasion, rak savetei hag huelaat a raio ar re a zo izel a galoun.
Anaout ervad a reer pegement eo deuet ann den da veza gwelloc’h, pa vez reustlet dre ann enkrez ha dre ann temptasionou ; neuze e teu da dalvezout muioc’h dirak Doue, neuze en em ziskouez skleroc’h ar gwir furnez enn-han.
Ne d-eo ket diez d’ann den beva e doujans hag e karantez Doue, pa ne stourm netra out-han. Ann hini avad ne flach tamm he galoun e-kreiz ann enkresiou, hen-nez a ielo war gresk er mad. Meur a hini a zo treac’h d’ann temptasio-