Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/531

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
519
IV LEVR. — VIII KENTEL.

varet em euz : Em enep va-unan ec’h ansavinn va fallagriez d’ann Aotrou. Ha c’houi, Aotrou, hoc’h euz distaolet diwar-n-oun drougiez va fec’hed. Rak-se ho servicherien en em erbedo ouz-hoc’h enn amzer vad, ha diroll ann dour braz na dostaio ket out-ho.




EIZVED KENTEL.


Jezuz-Krist o veza en en ginniget evid-omp war ar groaz, ni a dle ive en em ginnig d’ezhan.


1. — Jezuz-Krist. — Evel ma’z ounn en em ginniget va-unan a galoun vad da Zoue, va Zad, evit ho pec’hejou, va divreac’h astennet war ar groaz ha va c’horf enn noaz-beo, enn hevelep doare n’oa enn-oun netra e-bed na vije bet kinniget evit paea da Zoue ar boan dleet d’ho pec’hejou ; evel-se ive e tleit, bemdez enn oferen, en em ginnig hoc’h-unan d’in a galoun vad evel eunn hostiv glann ha santel, gant holl nerz ho kaloun, gant holl garantez hoc’h ene, hag oc’h en em zilezel hoc’h-unan e pep tra gwella mac’h hellot.