Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/532

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
520
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


Ne c’houlennann digan-e-hoc’h netra ken nemet m’en em lekeot holl etre va daouarn-me. Me a briz evel netra kemend a root d’in, ma n’en em roit ket hoc’h-unan ; rak ne vern d’in petra root, me ho klask ha netra ken.

2. — E-c’hiz na ve ket a-walc’h evid-hoc’h kaout hep-z-oun holl vadou ann douar, evel-se ive ne hello plijout d’in netra euz ar pez a vezo roet gan-e-hoc’h, ma n’en em ginnigit ket hoc’h-unan. En em ginnigit d’in, en em roit holl da Zoue, hag ho kinnig a vezo kavet mad gan-en. En em ginniget ounn d’am Zad evid-hoc’h, roet em euz ive d’e-hoc’h va c’horf ha va goad da voed, evit ma vijenn holl d’e-hoc’h ha ma vijac’h ive holl d’in-me.

Sonjit ervad ; ma n’en em zilezit ket hoc’h-unan, ma n’en em likit ket a galoun vad etre va daouarn, ho kinnig ne vezo ket klok, ha ne vezimp ket, c’houi ha me, a-unan a-grenn. Red eo eta d’e-hoc’h, abarz ober tra all e-bed, en em lakaat a galoun vad etre daouarn ann Aotrou Doue, mar fell d’e-hoc’h gounid