Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/533

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
521
IV LEVR. — VIII KENTEL.

va gras ha kaout ar gwir frankiz a galoun.

Ma ne d-euz nemeur a gemend a ve ho spered sklerijennet gant gras Doue hag ho c’haloun distag dioc’h pep tra, eo o veza ne ouzont ket en em zilezel a-grenn ho-unan.

Va lavar ne vezo ket dislavaret : nep piou-bennag na zilez ket kement tra en deuz, hen-nez ne d-eo ket evit beza diskibl d’in. Mar fell d’e-hoc’h eta beza va diskibl, en em roit holl d’in gant kement tra a garit.


EVIT HOR C’HELENN.


Penaoz e vemp-ni evit anaout petra eo sakrifiz ar groaz, mar kavfe d’e-omp ne ve ebarz nemet ar pez a welomp gant hon daoulagad. Jezuz-Krist e-kreiz ar poaniou hag ann enkresiou brasa a hellfe ann den da c’houzanv war ann douar, Jezuz-Krist ne oe ket a-walc’h d’ezhan kinnig d’e-omp he gorf sakr : kinniget en deuz oc’h-penn he ene santel n’oa nemet unan gant Verb-Doue ; kinniget en deuz he holl boaniou, he garantez ha kemend a ioa enn-han ; kinniget en deuz he dremenvan enn eur lavaret enn he alanad diveza : Va