Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/534

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
522
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

Zad, perak hoc’h euz-hu dilezet ac’hanoun ? Edo neuze evel m’ema ann dud holl zo red d’ezho mervel ; hag evit gwir ann den a oe skoet gant taol ar maro beteg enn he greiz. Neuze e oe peur-c’hreat pep tra, hag ar c’hastiz hag ar zilvidigez.

Dre-ze, Kel liez gweach ha ma pign ar belek oc’h ann aoter da ginnig ar zakrifiz santel euz ann oferen, hervez ma’z eo bet savet gant Doue he-unan, kel liez gweach ha ma teu ar c’hristen mad da zibri Oan-Doue a zo bet lazet, ar belek hag ar c’hristen a dle en em ginnig e-c’hiz ma reaz Jezuz-Krist he-unan. Oc’h en em ginnig, ne dleont, evel Jezuz, miret netra enn tu diout-ho, rak ni ivez, ni a zo stag oc’h ar groaz gant Jezuz hag e Jezuz ; gouzanv a reomp evid-omp hon-unan, evit hor breudeur, evit ar re veo, evit ar re varo, evit ann dud holl. Rak-se ann Aboslol sant Paol a lavar ar c’homziou-man hor laka souezet : Me zo laouen e-kreiz ar poaniou a c’houzanvann evid-hoc’h, va Doue, hag ar poaniou n’ho deuz ket enkrezet Jezuz-Krist, me a c’houzanv anezho em c’hik dre garantez evit he gorf a zo ann Iliz. Ar c’homziou-man ne d-int ket evit lavaret ne oa ket a-walc’h gloasiou hor Zalver evit lemel pec’hejou ann dud, hag evit paea da Zoue ar pez a ioa dieet d’ezhan ; hogen lavaret int bet evit rei da anaout e tle pep-hini ac’hanomp gouzanv gloasiou Jezuz--