Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
530
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.
rinn ebarz ho ti, ha pa vezinn leun a zoujans Doue, neuze e pedinn ac’hanoc’h enn hoc’h Iliz santel. Hag ar re ho deuz fisians enn-hoc’h, ar re-ze a vezo laouen, tridal a raint da viken gant levenez, o veza ma viot o choum enn-ho.
DEKVED KENTEL.
Arabad eo pellaat dioc’h ann daol zantel oemet abek a ve.
1. — Jezuz-Krist. — Bez’ e tleit tostaat aliez oc’h ar feunteun a darz anezhi grasou ha karantez Doue, oc’h ann eienen a darz anezhi pep madelez ha pep santelez, evit ma vezo skarzet ho kaloun euz ho techou fall hag euz ho kwall-ioulou, hag evit ma teuot da veza krevoc’h hag evesiekoc’h a-enep ann temptasionou hag a-enep troidellou ann drouk-spered.
O veza ma oar petra eo nerz ha galloud ar goumunion zantel, ann drouk-spered a laka pep tro hag e peb amzer he holl boan evit distrei ha pellaat