Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/543

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
531
IV LEVR. — X KENTEL.

diout-hi ann eneou mad hag a zoujans Doue.

Rak-se hiniennou ne vezont morse temptet gwasoc’h eget pa vezont e-tal d’en em lakaat e stad vad da goumunia. Ann drouk-spered, evel a lavar Job, a zeu e-touez bugale Doue evit ho atiza gant he zrougiez a-vepred, evit ho lakaat da gaout aoun ha da varc’hata, evit bihanaat ho c’harantez, evit mouga ho feiz enn eur stourm out-hi, hag evit ma teuint da zilezel a-grenn ar goumunion pe da dostaat out-hi hep feiz.

Arabad eo d’e-hoc’h, daoust da ze, derc’hel stad euz he droidellou hag euz he atizou, pegen mezuz ha pegen euzuz-bennag e vent-hi ; hogen stlapit-ho oc’h he dal. Red eo d’e-hoc’h disprizout ann drouk-spered-ze, ober goap anezhan ha kenderc’hel d’ar goumunion daoust d’he droidellou ha d’ar gwall-ioulou a zigas d’e-hoc’h.

3. — Aliez ar c’hoant re vraz da gaout eur garantez birvidik, hag ann diezamant a zo diwar-benn mont da govez, a vir na dostafemp oc’h ar zakramant sakr-man. Kemerit kuzul digant