muioc’h da bellaat dioc’h ar zakramant sakr.
Poanit eta, buhana mac’h hellot, da ziskarga ar beac’h-enkrez a ra d’e-hoc’h plega ha laoskaat, rak ne dal netra beza pell amzer enn enkrez hag er boan, ha pellaat diouz ann daol zantel evit traou dister a zeu bemdez da herzel ouz-hoc’h. Oc’h-penn zo, kalz e noaz oc’h ann den choum re bell hep koumunia, rak o tale er c’hiz-ze, ann ene a zeu da glouaraat ha da zemplaat.
Pebez truez ! Gwelet a reer tud, ker klouar ha keu dieguz ma’z int, a gav mad kaout digarez evit dale da vont da govez, hag a gav mad ivez e ve miret out-ho da gonmunia, gant aoun na vent dalc’het muioc’h da evesaat out-ho ho-unan.
5. — Na peger bihan eo karantez, na pegen dinerz eo feiz ann dud-ze a zilez ken eaz ar goumunion zantel, siouaz dezho !
Ann hini a zo difazi he vuez, ann hini a zo glann he galoun, hen-nez a zo euruz hag a blij da Zoue, o veza m’ema e stad vad hag e doare da dostaat bemdez oc’h
ann daol zantel, ma ve lavaret d’ezhan
(15)***