Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/546

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
534
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

koumunia ha mar gellfe hen ober hep na ve kavet abek enn-han.

Mar teu unan-bennag da bellaat a-wechou dioc’h ar goumunion o veza n’en em gav ket e stad vad, pe evit eunn abek vad-bennag, hen-nez zo da veza meulet evit ann doujans en deuz evit Doue. Mar pella avad dre ziegi diout-hi, e tle en em galounekaat he-unan hag ober muia mac’h hell. Neuze ann Aotrou a zell dreist pep tra oc’h menosiou ar galoun, a raio d’ezhan hervez he c’hoant.

6. — Ann hini ne d-eo ket evit tostaat oc’h ann daol zantel, o veza ma’z eo sparlet gant gwir abek, hen-nez a dle evelato kaout enn he galoun ar c’hoant stard ha santel da dostaat oc’h Doue ; ha neuze e teuio ar zakramant da dalvezout d’ezhan.

Pep kristen mad a hell bemdez ha da bep mare euz ann deiz, ober ar goumunion a spered gant kalz a frouez hag hep na ve miret ann dra-ze out-han. E kement-se, da zeisiou zo hag enn amzer ma’z eo gourc’hemennet, pep kristen a dle digemeret korf he Zalver gant doujans