Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/552

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
540
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

zavo ann deiz euz ar sklerijen a bado da viken, ken na zeuio ann deiz-ze da skuba ann devalijen a vir ouz-in da welet va Doue. Pa vezimp-ni deuet er stad vad-ze, mad dreist ar wella, neuze ne vezo ken a zakramanchou rak ar re euruz er c’hloar n’ho deuz ezomm e-bed anezho evit ho mad ho-unan. Bez’ emint enn dudiou hep paouez dirak Doue, ha gwelet a reont anezhan dira-z-ho enn he holl c’hloar. Bez’ ho deuz ar sklerijen, bez’ emint war neun e-kreiz sklerijen Doue ; gwelet a reont Verb-Doue a zo en em c’hreat den, hag her gwelet a reont hervez ma’z eo bet a viskoaz hag evel ma vezo da viken.

3. — Pa zeu d’in sonj euz ann euruzded-ze, pep tra hag ive frealzidigez ann ene a zo eur beac’h pounner evid-oun, rak endra n’ounn ket evit gwelet ann Aotrou enn he c’hloar evel m’ema, kement tra a welann hag a glevann war ann douar, ne d-int netra evid-oun.

Her gouzout a rit, o va Doue, netra e-bed ne oufe digas frealz d’in, netra war ann douar ne oufe digas peoc’h d’in,