Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/555

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
543
IV LEVR. — XI KENTEL.

koaz hag a vezo da viken ; ho trugarekaat a rann o veza m’hoc’h euz roet d’e-omp dre ho Profeded, dro hoc’h Ebestel ha dre ann Doktored all, ann daol zakr euz ho kelennaduresiou santel.

5. — Ho trugarekaat a rann, Krouer ha Salver ar bed, o veza ma hoc’h euz diskouezet ho karantez e-kenver ann dud holl, oc’h aoza d’e-omp eur fest ar c’haera. Er fest-ze ne d-eo ket ann Oan Bask a roit d’e-omp da zibri, ho korf sakr hag ho koad santel eo. Er fest sakr-ze, e roit d’ann eneou mad ho gwalc’h a levenez, enn eur ho mezvi e kalir ar zilvidigez, ar c’halir-ze a zo enn-han holl zudiou ar baradoz. Ho trugarekaat a rann ivez o veza ma hoc’h euz hor pedet da zont d’ar fest-ze, e pe leac’h emomp oc’h taol e-kichen ann Elez santel ho deuz d’ho lod muioc’h a zudiou eged-omp.

6. — Na peger braz, na peger kaer eo karg ar veleien ! Galloud ho deuz bet da zakri, dre gomziou santel, ann Aotrou Doue huel-meurbed ; galloud ho deuz bet da vinniga anezhan gant ho muzellou, d’hen derc’hel etre ho daouarn, d’hen