Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/556

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
544
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

digemeret enn ho genou ho-unan ha da rei he gorf sakr d’ar gristenien all.

Na pegen neat e tle beza daouarn ar belek ! Na peger glann he c’henou ! Na peger santel he gorf ! Na peger gwenn he ene evit kemeret ken aliez a weach korf ann hini a darz anezhan eienen ar zantelez !

Euz a c’henou ar belek ne dleer klevet nemet komziou santel ha mad, pa’z eo gwir e kemer ken aliez a weach he lod euz a zakramant Jezuz-Krist.

7. — Ra vezo glann ha dizrouk ann daoulagad a zo boaz da welet korf Jezuz-Krist ! Ra vezo neat ha savet etrezek ann env ann daouarn a zo boaz da gemeret Krouer ann env hag ann douar !

D’ar veleien dreist-holl eo ez euz lavaret el lezen : Bezit sanlel, o veza ma’z oun-me santel, me ann Aotrou ho Toue.

8. — O va Doue holl-c’halloudek, ra zeuio ho kras da gennerza ac’hanomp-ni, ni hon euz bet karg ar velegiach, evit mac’h hellimp ho servicha e-c’hiz ma’z eo dleet, gant eur gwir feiz ha gant eur galoun c’hlann. Ma na d-omp ket