Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/557

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
545
IV LEVR. — XI KENTEL.

evit beva e-c’hiz raa ve red e rafemp, grit dihana ma teuimp da ouela war hor pec’hejou gant eur gwir c’hlac’har, evit ma vezo izel bor c’haloun ha ma kresko enn hon ene ar c’hoant stard d’ho servicha hiviziken gant muioc’h a garantez. — Evel-se bezet great.


EVIT HOR C’HELENN.


Na petra eo ann douar ? Eur vro er-meaz euz hor bro, eul leac’h m’emomp divroet enn-han, eunn draonien a zaelou, evel a lavar hor Mamm zantel ann Iliz. Ann den er bed-man, e-kreiz ann devalijen, a glask ar wirionez a zo buez ne spered ; e-kreiz poaniou braz, ne oar den ped zo anezho, map den a glask eur mad, hep gouzout pe seurt mad eo, eur mad braz-meurbed hag a vezo da viken, eur mad a zo buez he galoun. Siouaz d’ezhan, kement tra a glask a dec’h enn he raok. Bez’ ema war var bepred ; ar pez a gred, ar pez her laka da fazia, kement-se holl a zizec’h hag a skuiz he galoun hag he skiant vad. Ar pez a gave d’ezhan a ioa mad, a zeu da veza c’houero ; pep tra a zo divlaz ha goullo evit-han. Pa ne vez nemet-han el leac’h m’ema, he ene a zo eur gwall veac’h evit-han, ezomm en deuz da veza harpet. Gwaz aze d’ezhan