Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/558

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
546
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

mar laka he fisians enn dud ! Rak en em guzet a reont evit he douella, klask a reont her lakaat da skei war ann hent fall enn eur lavaret ez int mignouned d’ezhan. Gant ho genou e c’hoarzont out-han ha gant ho daouarn e stegnont d’ezhan rouejou enn amc’houlou ; ha goude troidellou e-leiz, goude eur maread gevier, goude kant fallagriez, setu ec’h en em ziskouezont enn eunn taol ; en em zastum a reont enn-dro d’ezhan gant ho rouejou, en em deurel a reont war-n-ezhan hag hen draillont e c’hiz a rafe eur bleiz da eunn oan. Na truezusa stad ! Doue avad n’en deuz ket dilezet he grouadur paour e-kreiz ar poaniou braz-ze. Sklerijenna a ra anezhan gant he gomziou, hen harpa gant he c’hras ; her c’hrevaat hag her frealzi a ra o rei d’ezhan da anaout e vezo eurusoc’h er bed all ; lakaat a ra ive anezhan da gaout fisians en devezo, goude gouzanv poaniou er vuez-man, en devezo ar mad a glask, ar mad dreist pep mad, da lavaret eo Doue he-unan. Ar madou-ze a zeu d’e-omp digant Doue, dre he garantez a zo brasoc’h eget kement a oufet da lavaret ; ar madou-ze a zo dastumet holl kouls lavaret, e sakramant ann Aoter hag a zo roet eno d’e-omp dioc’h hor c’hoant. A-walc’h eo d’e-omp kaout c’hoant anezho evit ho c’haout e gwirionez. Pep gweach ma tostaomp oc’h ar zakramant sakr-ze, neuze