Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/563

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
551
IV LEVR. — XII KENTEL.

n’euz tra a ve gwelloc’h evit kaout grasou puill ha puill, eget evesaat piz evel-se ouz-hoc’h hoc’h-hunan. Ar stad vad-ze a zo red d’e-hoc’h da gaout evit koumunia ervad ; n’euz tra gwasoc’h evit ho pellaat diout-hi eget na d-eo en em rei re vuhan d’ann traou a-ziaveaz goude ar goumunion.

Komzit nebeut, en em dennit enn eul leac’h distro, hag eno bezit hoc’h-unan gant Doue, rak gan-e-hoc’h ema breman ann hini ne d-eo ket ar bed holl evit lemel digan-e-hoc’h.

D’in-me eo e tleit en em rei hep derc’hel netra e-bed enn tu diouz-hoc’h, enn hevelep doare na vevot mui nemet enn-oun hep-ken, er-meaz a bep nec’h hag a bep enkrez.


EVIT HOR C’HELENN.


Diou zra zo red evit en em lakaat e stad vad da ober hor Pask hervez al lezen nevez : Netaat ar gampr-Fask ha lakaat enn-hi traou kaer ; da lavaret eo, pa fell d’ezhan kemeret evel ma’z eo dleet korf ha goad Jezuz-Krist, ann ene a dle beza, da genta holl, neat a bec’hed ; gwalc’het e tle beza bet a-raok gant daelou ar bini-