Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/566

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
554
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

den ha n’am bezo karantez e-bed evit ann traou krouet. Hiviziken ne vezo mui nemed-hoc’h o komz ouz-in ha me ouz-hoc’h, e-c’hiz ma komz eur mignoun ouz he vignoun, hag e-c’hiz mac’h azez oc’h taol gant-han.

Ar pez a c’houlennann, ar pez am euz c’hoant eo ma vezinn holl a-unan gan-e-hoc’h, ha ma vezo va c’haloun distag dioc’h pep tra krouet, evit ma teuinn da gaout va lod e traou ann env, enn eur dostaat oc’h ann daol zantel hag enn eur glevet aliez ann oferen.

Aotrou, va Doue, peur e vezinn-me a-unan gan-e-hoc’h ha beuzet enn hoc’h ? Peur ec’h en em ankounac’hainn-me a-grenn, evit ma viot enn-oun ha ma vezinn-me enn-hoc’h ? Plijet gan-e-hoc’h ma vezimp-ni da viken hon daou evel unan !

2. — C’houi a zo e gwirionez va muia karet, ar muia karet am euz great ann dibab anezhan e-touez kant ha kant all ; va ene a fell d’ezhan choum gant-han da viken.

C’houi a zo e gwirionez ar roue a beoc’h ; enn-hoc’h ema eaz va ene, enn--