Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/568

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
556
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


O gras a zo dreist spered ann den ! Madelez vraz-meurbed ! Karantez Doue a zo hep kemm na ment e-kenver ann den he-unan hep-ken !

Allaz ! na petra rinn-me evit ar c’hras-ze, evit ar garantez-ze a zo kement ha ma’z eo Doue he-unan ? N’em euz netra a gemend a ve gwelloc’h da ober evit plijout da Zoue, eget rei d’ezhan va c’haloun hep distak, ha beza a-unan a-grenn gant-han.

Pa vezo va ene unanet mad gant Doue, neuze e trido em c’hreiz ; neuze ann Aotrou a lavaro d’in : Mar fell d’e-hoc’h beza gan-en, me a fell d’in ive beza gan-e-hoc’h. Ha me a lavaro neuze d’ezhan : Plijet gan-e-hoc’h, o va Doue, choum gan-en, rak me a fell d’in a wir galoun choum gan-e-hoc’h ; n’em euz ken c’hoant nemet ma vezo va c’haloun a-unan gan-e-hoc’h.


EVIT HOR C’HELENN.


En em lakaat a rann etre ho taouarn, va Doue ; en em rei a rann d’e-hoc’h, c’houi a zo Doue hep-ken, o veza ma fell d’in beza a-unan gan-e-hoc’h ; en em rei a rann d’e-hoc’h, Doue a zo a viskoaz da viken