Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/571

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
559
IV LEVR. — XIV KENTEL.

war-eunn-dro da derri ho sec’hed enn-hoc’h, o va Doue, c’houi a zo feunteun ann dour a vuez ; ha n’euz netra evit rei d’ezho ho gwalc’h ha terri ho naoun, netra nemet ho korf sakr a gemeront gant eul levenez ar vrasa ha gant eunn doujans ar virvidika.

2. — Na peger kre eo ho feiz ! Nag hen a ziskouez sklear emoc’h e gwirionez e sakramant ann Aoter ! Rak ar re a zo ho c’haloun evel eunn tan beo pa vez Jezuz-Krist gant-ho, ar re-ze a anavez e gwirionez ema ann Aotrou er bara sakr.

Na peger pell ema aliez dioc’h va c’haloun eur feiz ker beo, eur garantez ker flamm, siouaz d’in ! O va Jezuz, c’houi zo ker mad, ken tener ha ker karantezuz, sellit a druez ouz-in, paour keaz ma’z ounn ! Plijet gan-e-hoc’h rei d’in aliez er goumunion sakr eunn elfen euz ho karantez, evit ma teuio va feiz da veza startoc’h-starta, evit ma kresko va fisians enn ho madelez, hag evit ma vezo va c’haloun entanet atao gant tan ar garantez, p’am bezo-me bet ar Mann a zeu euz ann env.