Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/572

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
560
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


3. — Bez’ ec’h hellit rei d’in, dre ho madelez, ar pez a c’houlennan digan-e-hoc’h ; bez’ ec’h hellit, Doue trugarezuz-meurbed, c’houeza em c’haloun tan ar gwir garantez ha dont d’am gwelet, pa vezo deuet ann deiz a zo bet barnet gan-e-hoc’h.

Rak petra bennag n’ema ket va c’haloun o tevi gant eur garantez hevel oc’h karantez ann eneou mad, evelato dre ho kras, e klaskann dont da veza hevel out-ho ; rak-se e pedann Doue hag em euz c’hoant e venn lekeat e-touez ar re ho deuz evid-hoc’h eur garantez ker braz ; c’hoant am euz da vont gant ann eneou santel-ze d’ho darempredi da viken.


EVIT HOR C’HELENN.


Abarz deiz ar Pask, Jezuz o c’houzout ez oa deuet he amzer da vont diwar ar bed-man da gaout ha Dad, evel m’en doa karet he dud a ioa er bed, e karaz ivez anezho c’hoaz beteg ar mare diveza. Neuze eo e savaz sakramant ann Aoter evit ma choumfe da viken gant he ziskibien ha gant ar re ive a dlie da garet beteg ann deiz diveza euz ar bed. Evel-se eo e reaz penn-da-benn ar pez en doa