Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/573

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
561
IV LEVR. — XIV KENTEL.

lavaret : N’ho lezinn ket emzivaded, dont a rinn d’ho kavout. Deuet eo ha bet eo o choum enn hon touez, ha gwelet hon euz he c’hloar, gloar Map Doue ann Tad n’en deuz ken Map nemet-han ; gloar ar Map-ze a zo leun a drugarez hag a wirionez.

Evit gwir n’her gwelomp ket gant hon daoulagad, ha koulskoude Jezuz a zo o choum enn hon touez er zakramant sakr : setu penaoz e kredann, Aotrou, oc’h en em deurel d’ho treid. — Ma n’en em c’holofe ket Jezuz dirak hon daoulagad, ma ne guzfe ket ouz-omp darn euz ar sklerijen a strink diout-han, ma en em ziskouezfe, er zakramant sakr, e-c’hiz m’ema, me lavar kaeroc’h eget hini euz a vugale ann dud, ma en em ziskouezfe dira-z-omp leun a garantez hag ive c’hoantek holl da veza a-unan gan-e-omp korf ha korf, kaloun ha kaloun, spered ha spered, neuze ni, tud sempl ma’z omp, ne vemp ket evit herzel dindan ar beac’h euz eunn euruzded ker braz, hag hon ene a strinkfe a dammou diout-han al liammou a stag anezhan oc’h ar vuez, Enn abek da ze, hor Zalver a zo bet falvezet d’ezhan ne vije gwelet nemet dre zaoulagad ar feiz. E-kenver ar Gristenien vad, ar feiz a zo a-walc’h anezhi evit entana ho c’haloun gant eur garantez n’e deuz er bed-man netra hevel out-hi. N’euz teod e-bed a ve evit lavaret al leve-