Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/574

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
562
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

nez ho deuz, e gweled ho c’haloun, ar Pried sakr hag he Fried. Pebez karantez, pebez peoc’h, pebez trid galoun ! En em vriataat glann a reont, hag ho ene a zo evel pa vijent beuzet ann eil enn egile ; huanadi sioul a reont, ha goude, ho c’homziou a zo evel fo ann tan ; tevel a reont, ha neuze ho dudiou a zo brasoc’h c’hoaz.

Ma oufac’h-hu petra eo ann dra-ze a ro Doue d’e-hoc’h, hag ive ma anavezfac’h piou eo ann hini zo o lavaret d’e-hoc’h : roit d’in da eva ; neuze e c’houlenfac’h da eva digant-han, hag hen a rofe dour beo d’e-hoc’h. Ar zent holl ho deuz goulennet da eva digant-han, hag hen en deuz klevet ho mouez ha torret d’ezho ho zec’hed er feunteun a vuez a bado da viken. Goulennit ive ha pedit Doue. Ar Spered hag ar Pried a lavar : deuit ; ann hini a gleo ra lavaro : deut ; ann hini en deuz sec’hed, ra zeuio ; hag ann hini a fell d’ezhan kaout dour a vuez, r’her c’hemero evit netra. Hag ar Pried a lavar : emoun o tont. — Evel-se bezel great ; deuit, Aotrou, va Jezuz.


————