Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/581

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
569
IV LEVR. — XVII KENTEL.

zinn pareet, hag ho pidi a rann evit ma vezinn frealzet ha dizoaniet. Komz a rann ouz hoc’h, Aotrou, ouz-hoc’h c’houi a oar pep tra hag a wel e gweled va c’haloun ; komz a rann ouz-hoc’h c’houi hep-ken a hell rei frealz ha nerz d’in. C’houi a oar ervad petra am euz ezomm dreist pep tra, anaout a rit ive peger paour ounn e-kenver pep mad.

2. — Setu me dira-z-hoc’h, paour-glez ha noaz-glann, o c’houlenn digan-e-hoc’h ho kras hag ho trugarez. Plijet gan-e-hoc’h terri he naoun d’ar paour keaz-man ; plijet gan-e-hoc’h lakaat va c’haloun da domma gant tan ho karantez, plijet gan-e-hoc’h skleraat gant-ho sklerijen ann devalijen a zo em spered.

Grit ma teuio holl draou ann douar da veza c’houero evid-oun ; grit ma teuio kement tra zo diez d’in ha kement tra a zao em enep da zeski d’in gouzanv hep klemm ; grit ma tisprizinn ha mac’h ankounac’hainn kement tra krouet a zo er bed-man.

Grit ma savo va ene war-zu enn-hoc’h enn env, gant aoun na zeufenn, er

bed-man, da skei war ann hent fall. A--

16**