Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/585

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
573
IV LEVR. — XVII KENTEL.

bet kavet mad gan-e-hoc’h evit ho buez santel hag evit ar feiz hag ar garantez vraz ho deuz bet evid-hoc’h.

O va Doue, karantez a viskoaz da viken, c’houi zo va holl vad ha va euruzded dreist-holl, me a fell d’in ho tigemeret em c’haloun gant eur garantez ar vrasa ha gant eunn doujans vrasoc’h eget n’ho deuz bet biskoaz hini euz ar Zent, gant eunn doujans vrasoc’h eget n’en deuz gellet pep-hini anezho da gaout evid-hoc’h enn he galoun.

2. — Petra-bennag n’emoun ket e doare vad da gaout kemend all a feiz hag a garantez, evelato e kinnigann d’e-hoc’h va c’haloun holl, evel pa ne ve nemed-oun hep-ken am be ann holl c’hoantegesiou flamm-ze a zo ker mad dira-z-hoc’h. Lakaat a rann c’hoaz dira-z-hoc’h ha kinnig a rann d’e-hoc’h, gant doujans ha gant karantez, kement tra vad a hell eur c’hristen mad da zonjal ha da c’hoantaat er bed-man.

Ne fell ket d’in derc’hel netra enn tu diouz-in, bez’ e fell d’in avad rei d’e-hoc’h, a wir galoun hag a greiz va ene,