Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/586

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
574
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

kement tra am euz ha kement zo ac’hanoun.

Va Aotrou ha va Doue, va C’hrouer ha va Zalver, me a fell d’in ho tigemeret hirio em c’haloun gant c’hoant d’ho meuli, gant doujans evit ho kloar, gant karantez ha gant anaoudegez-vad, gant eur feiz beo, gant eur fisians kre ha gant eur galoun c’hlann, evel ma c’hoanteaz ho tigemeret hag evel m’ho tigemeraz e gwirionez ho Mamm zantel, ar Werc’hez Vari, pa zeuaz ann eal da lavaret d’ezhi e vije mamm da Zoue. O klevet ar c’helou-ze, ar Werc’hez zantel a lavaraz gant feiz ha gant eur galoun uvel-meurbed : Setu aman servicherez ann Aotrou, ra vezo great em c’henver hervez a livirit.

3. — Bez’ e karfenn e ve va c’haloun entanet gant ann tan flamm ha santel euz ho karantez, hag en em ginnigfenn va-unan d’e-hoc’h a greiz va ene, evel ma reaz ann hini a zo deuet enn ho raok, sant Iann Vadezour, ar brasa e-touez ar zent. Tridal a eure dira-z-hoc’h gant levenez, dre c’hras ar Spered-Santel, enn amzer ma’z edo choaz e kof he vamm ;