Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/587

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
575
IV LEVR. — XVII KENTEL.

ha goude-ze, va Doue, pa ho kwelaz o vale e-touez ann dud, e lavaraz gant eur garantez vraz hag oc’h en em izelaat : Mignoun ar Pried a zo en he gichen hag a zelaou anezhan ; braz eo he zudi enn he ene, o veza ma klev mouez ar Pried.

Rak-se e kinnigann d’e-hoc’h holl zudiou ann eneou mad ; kinnig a rann ive d’e-hoc’h ar garantez vraz-meurbed hag al levenez ho deuz bet pa’z int bet douget a spered war-zu enn-hoc’h, pa’z int bet sklerijennet gan-e-hoc’h hoc’h-unan, pa ho deuz gwelet ac’hanoc’h enn env. Kement-se holl a ginnigann d’e-hoc’h, hag ive kement enor ha meuleudi a ro hag a roio d’e-hoc’h kement tra zo krouet enn env ha war ann douar. Ho c’hinnig a rann d’e-hoc’h, va Doue, evid-oun va-unan hag evit ar re holl a zo en em erbedet ouz-in em fedennou, evit ma viot meulet ha binniget gant ann holl evel ma’z eo dleet.

4. — Plijet gan-e-hoc’h, va Doue, selaou va feden ha digemeret mad ar c’hoant am euz d’ho meuli ha d’ho pinniga da viken, evel ma’z ounn dalc’het