Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/591

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
579
IV LEVR. — XVIII KENTEL.

poaniou spered. Rak ann hini a glask anaout ar galloud braz-meurbed euz a Zoue, hen-nez a vezo dallet gant he c’hloar. Doue a hell ober mui evil na hell spered ann den da c’houzout.

Eunn den hag en deuz doujans Doue, eunn den hag a zo izel he galoun, ne d-eo ket eunn dra berz d’ezhan klask anaout ar gwirionesiou santel, gant ma vezo bepred he ene e stad vad da veza kelennet, ha ma lakaio he boan evit kerzet enn hent santel a zo bet diskouezet d’e-omp gant Tadou ann Iliz.

2. — Euruz eo ann den zo izel he galoun hag a ia diwar hent diez ann divizou, evit kerzet enn hent eeun gourc’hemennou Doue. Tud e-leiz ho deuz kollet doujans ha karantez Doue, dre ma falveze d’ezho anaout ar pez a zo dreist ho spered.

Ar pez a c’houlenner digan-e-hoc’h ne d-eo ket eur spered lemm a glask toulla doun misteriou Doue ; eur feiz kre hag eur vuez direbech eo. Ma n’oc’h ket evit anaout ar pez a zo dirak ho taoulagad, penaoz ec’h hellot-hu anavezout ar pez a zo dreist ho spered ?