Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/592

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
580
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


En em likit etre daouarn ann Aotrou Doue ha likit ho spered da blega d’ar feiz ; neuze e teuio d’e-hoc’h sklerijen ar gwir wiziegez, hervez ma vezo mad ha red d’e-hoc’h kaout anezhi.

3. — Meur a bini, er zakramant-ze, a zo gwall enkrezet diwar-benn ar feiz ; hep gwir abek eo e ve kement-se tamallet d’ezho, rak ann drouk-spered a zo kiriek a ze. N’en em nec’hit ket, na zivizit ket gant ar sonjezonou a zeu enn ho spered, na rit van euz ar pez a lavar ann aerouant d’e-hoc’h ; kredit avad da gomziou Doue, kredit d’he Zent ha d’he Brofeded ; neuze ez ai ann drouk-spered pell diouz-hoc’h.

Talvouduz-braz eo aliez da zervicherien Doue e vent nec’het evel-se, rak ann drouk-spered ne dempt ket ann dud difeiz nag ar bec’herien, pa’z eo gwir ez eo perc’hen d’ezho. Evit ann eneou mad ho deuz doujans Doue, ar re-ze a vez nec’het e meur a zoare ha gwasket stard war-n-ezho gant-han.

4. — It eta, gant eur feiz displeg, gant eur feiz kre-meurbed, it ha tostait oc’h sakramant ann Aoter gant eunn