Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/593

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
581
IV LEVR. — XVIII KENTEL.

doujans ar vrasa. En em likit etre daouarn ann Aotrou Doue holl-c’halloudek, evit kement tra ne vec’h ket evit anaout anezho. Doue ne laka den da fazia ; ann hini avad en deuz re a fisians enn-han he-unan, hen-nez a fazi meur a weach.

Doue a dosta oc’h ar re zo eeun ho c’haloun ; en em ziskouez a ra d’ar re a gar en em izelaat ; rei a ra he sklerijen d’ar re vihan, digeri a ra ho spered d’ar re zo glann ho ene ha kuzet he c’hras oc’h ar re zo rok hag a fell d’ezho gouzout pep tra.

Skiant ann den a zo berr anezhi he-unan hag a hell skei a dreuz ; ar gwir furnez avad ne d-eo ket evit fazia.

5. — Ar skiant hag ann anaoudegez euz ann traou a glask ar spered da c’houzout, a dle mont da heul ar feiz. Arabad eo ez afent enn he raok gant aoun na zeufe ar feiz da vihanaat. Rak ar feiz hag ar garantez a zao dreist pep tra er zakramant sakr ha santel-meurbed euz ann Aoter, hag a zo nerzuz-braz, hep ma ouzomp penaoz.

Doue a zo a viskoaz hag a vezo da