Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/596

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
584
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

rok ha leun a droidellou ; ra baouezint-hi, tud dinerz ma’z int, d’en em zevel enn hoc’h enep, o va Doue holl-c’halloudek. Pa vezont o tiskredi, pa c’houlennont di-gan-e-omp traou n’euz ezomm da c’houzout, neuze leveromp d’ezho ar c’homziou-man hep-ken : Doue en deuz karet kement, ma… A-walc’h eo, komz all e-bed ne d-eo a-walc’h anez.

E-c’hiz ma rafe eur sklerijen flamm, ar c’homziou-ze a ia bete gweled ar galoun a zo evit klevet anezho, bete gweled ar galoun a gred ez euz karantez, bete gweled ar galoun a oar hag a anavez petra eo karet gant karantez. Souezet oc’h pa lavarer d’e-hoc’h ez eo Doue kuzet dindan spesou dister ar bara ; souezet oc’h pa lavarer d’e-hoc’h ez eo en em roet Salver ar bed da vagadurez d’ann dud ; bez’ emoc’h war var, dinerz eo ho feiz. Na perak eta ? O veza n’hoc’h euz ket ar gwir garantez eo.

C’houi avad, eneou mad, c’houi hoc’h euz ar gwir feiz, tostait oc’h ann aoter ; it laouen da gaout Jezuz gant eur galoun leun a feiz hag a fisians ; it d’ar fest santel ma’z oc’h bet pedet da vont dre garantez ho muia-karet. Na brasa mister !

« Da be leac’h ez afemp-ni, Aotrou ? Ha mont a rafemp-ni da gaout tud ar bed, da gaout ar re zo lemm ho spered, ar re a glask anaout pep tra ? Ha mont a rafemp-ni da gaout ar re zo fur hervez