Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/597

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
585
IV LEVR. — XVIII KENTEL.

ar bed, ar re a glemm hep paouez ; da gaout ann dud difeiz, da gaout ar re a zo bemdez o c’houlenn ouz-omp : penaoz ec’h hellfe Jezuz rei d’e-omp he gorf da zibri ? Penaoz ec’h hellfe-hen beza enn envou d’ar c’houls ma tebrer anezhan war ann douar ? — Nann, Aotrou, ne fell ket d’e-omp mont da gaout ann dud-ze nag ive mont da heul ar re a zilez ac’hanoc’h ; ni a fell d’e-omp mont da heul sant Per, hag evel-d-han e livirimp : Mestr, da be leac’h ez afemp-ni ? Gan-e-hoc’h ema ar c’homziou euz ar vuez a bado da viken. »


PENN DIVEZA ANN IMITASION

17*