Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/6

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
APPROBATION
de Monseigneur l’Archevêque de Rennes.
————

Godefroi SAINT-MARC, dre drugares Doue a dre c’hras ar Sich aboslolik, Arc’heskop Raozon.

Diouc’h eur c’hoant diskleriet deomp gant ann Aotrounien Troude a Milin eus a Vrest, IMITASION hon Aotrou J. K. troet gant-o e brezonek Leon, herves an hini gallek eus a La Mennais, a so bet lennet pis dre hor c’hemen-ni, ac ardamezet gant ar brassa eves. Evel ma hon eus cavet anezhi enn oll d’ann oll hevel ouz ar skouer kenta e latin, a scrivet er freasa ies, e credomp ann ober se eunn dra vad a talvoudus bras, evit dougen frouez burzudus a c’hras ac a silvidiges, etouez pobl Breiz-lzel, ac evit digas ive eleis a eneou da wir anaoudeges ha carantez hon Aotrou J.-K., en eur vro ac e deus miret c’hoas, en amzer ma, feiz ac eeunder ar gristenien goz.

Rak-se, dre ar skrid-ma, ec’h aotreomp ar goulen, ac e pedomp Bretoned ar brovins, lezet ganeomp da zivoall gant J.-K., da lenn alies ac a zevri al levr santel hanvet diaraok.

Roet e Raozon, ar seisvet derves a vis meurs, er bloas 1862, goude donedigez hor Zalver, da c’houel ar Gurunen-Spern santel,


† GODEFROY, Arc’heskop a Raozon.