Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/607

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
595
ANN OFERENN.

hon alvocad dirag an Tad, goulennit ar pardon d’eomp, roit d’eomp ar peoc’h ac ar guir joa.


AR GOMMUNION.


Pebez eur-vad, va Doue, mar galfen-me brema tostat ouz-oc’h ive, ho tigemeret em c’halon, hoc’h adori eno, a comz d’e-oc’h eus va izommou ! Allas, ne veritan ket tostat da zacramanti. Pardounit d’in va fec’hejou. Câs am eus outo em c’halon, o veza ma tisplizont d’eoc’h. Va Doue, me garfe sacramanti, evit beza unan gane-oc’h. Netaït va ene, va lecaït e doare-vad da gommunia ar c’henta amzer.

Da c’hortoz an eur-se, plijet ganeoc’h, o va Doue, rei pers d’in er grassou a deu, dre vertuz communion ar beleg, d’ar re a zo en e ofern. Grit, dre nerz ar zacramant zantel-ma, ma startai va feiz, ma cresco va esperans, ma crevaio va c’harantez, evit n’em bezo mui ken sonj nemet ac’hanoc’h, ken joa nemet ganeoc’h. Evel-se bezet great.


AN OREMUS DIVEZA.


Adarre ez oc’h bet var an Aoter evel var ar groaz, evit savetei va ene. Va Doue, me ro d’eoc’h ive va buez evel m’hoc’h eus roet hoc’h hini evidoun, N’am espernit ket : me vezo countant, gant sicour ho Cras, n’eus fors pe seurt poaniou a stourmo ouz-in. Me ho c’hemero evel di--