Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/61

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
I LEVR. — XVI KENTEL.

daouarn Doue, evit ma vezo great pep tra evel ma plij gant-han, hag evit ma vezo he hano meulet enn he holl zervicherien. Gouzout a ra trei ann drouk e mad.

Red eo d’e-hoc’h gouzanv sempladurez ha faziou ho nesa, pe seurt-bennag e vent, rak c’houi ivez hoc’h euz ho re, a zo rankout d’ar re all da c’houzanv. Ma ne hellit ket hoc’h-unan dont da veza kerkouls hag e fallfe d’e-hoc’h e vec’h, penaoz ec’h hellot-hu lakaat ar re all da veza dioc’h ho tiviz ?

3. — Ni a fell d’e-omp e ve ar re all fur ha mad, ha koulskoude ne ouzomp ket terri hor boasiou fall ; falvezout a ra d’e-omp e ve difaziet grons ar re all, ha ne fell ket d’e-omp e vemp difaziet hou-unan. Ne blij ket d’e-omp gwelet ar re-all o veva enn ho roll, ha koulskoude e fell d’e-omp kaout kement tra a c’houlennomp. Bez’e fell d’e-omp e ve dalc’het ar re all gant gourc’hemennou striz, ha ne fell ket d’e-omp beza dalc’het gant netra. Dre-ze e weler anat eo dibaot d’e-omp ober d’hon hentez ar pez a reomp d e-omp hon-unan.