Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


4. — Ma ve ann holl hep fazi, petra hor be-ni neuze da c’houzanv evit Doue euz a berz ar re all ? Gourc’hemenn Doue a zo breman evel-se, evit ma teskimp ann eil dougen beac’h egile; rak pep-hini ac’hanomp en deuz he veac’h : n’euz den n’en deuz he fazi, n’euz den n’en deuz ezomm euz ar re all, n’euz den fur a-walc’h evit en em rena gant he stur he-unan. Red eo eta d’e-omp en em c’houzanv etre-z-omp, en em ziboania, en em skoazia, en em gelenn hag en em zifazia ann eil egile.

Pa stag ar boan hag ann enkrez oc’h eunn den, neuze e weler gwelloc’h a ze petra eo he furnez ; rak ne d-eo ket ann enkrez a ra d’ann den beza sempl ha bresk ; diskouez a ra petra eo.


EVIT HOR C’HELENN.


N’hellfac’h ket, eme c’houi, gouzanv ann dra-man-dra a berz ar re all ; setu aze eunn abek vad d’e-hoc’h d’en em izelaat ! Rak Doue pehini a zo mad ha santel dreist pep tra, a c’houzanv ann dra-ze ha meur a dra all gwasoc’h c’hoaz. Ne d-eo ket dre garantez ouz ho nesa eo