Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
I LEVR. — XVII KENTEL.

galvet ; evit gouzanv ha labourat eo, Dre-ze eta, aman e ez anavezet ann den evel ann aour e-kreiz ann tan ; aman ne hell den kenderc’hel er mad, ma n’en em izela ket a wir galoun dre garantez oc’h Doue.


EVIT HOR C’HELENN.


Petra eo eur gwir vanac’h ? Eunn den eo a zilez ar bed evit en em rei holl da Zoue, hag a ra pep tra evit dont da veza bemdez gwelloc’h-gwella. Ar vuez-ze eta, a heller lavaret, a zo ar vuez wella. Petra eo a c’houlenner da genta digant ar venec’h ? En em zilezel ho-unan.

Ni ive, sonjit ervad, ni a dle ober er c’hiz-ze, rak ne d-eo ket d’eur re-bennag hep-ken, d’ann holl dud eo en deuz lavaret Jezuz-Krist : Bezit mad e pep tra evel ma’z eo mad ho Tad a zo enn envou. — Evit ober eta dioc’h ar gourc’hemenn-ze, en em zilezomp hon-unan hag en em roomp holl da Zoue, hor mestr ; plegomp ha sentomp a wir galoun, en em laouenaomp pa vezomp izeleet pe disprizet. Den ne hell beza salvet ma en em briz re he-unan.