Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/67

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
I LEVR. — XVIII KENTEL.


Na poger kalet ha peger poaniuz eo bet buez tadou santel ann Deserz ! Pet gweach int-hi bet enkrezet gant temptasionou hirr ha kalet ! Pet gweach int-hi bet gwasket stard gant ann drouk-spered ! Pet gweach ho deuz-hi pedet Doue a wir galoun ! Pet gweach ho deuz-hi kastizet ho c’horf dre ar iun hag ar binijen !

Na peger braz oa ho c’hoant da zont da veza santel ! Pet gweach ho deuz-hi stourmet kalounek da drec’hi ho gwall-ioulou ! Peger glann, pegen eeun oa ho c’haloun o klask hag o servicha Doue bepred ! E-pad ann deiz e labourent, hed ann noz e pedent Doue, petra-bennag ne baouezent d’he bedi a galoun enn eur labourat.

3. — Ne gollent tamm amzer ; re vuhan e tremene ann amzer, war ho menoz, pa vezent o pedi Doue. Ker braz oa dudiou ho ene pa droent ho spered war-zu Doue, mac’h ankounac’haent beva ho c’horf hervez he ezommou. Fae a reant euz ar madou, euz ar c’hargou huel, euz ann enoriou ; dilezel a reant ho