Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/71

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
I LEVR. — XIX KENTEL.

skouer a bep seurt mad, hag a dle beza e pleg he galoun evel ma’z eo da welet dirak ann dud. Hag evit gwir, ar manac’h a dle beza gwelloc’h e gweled he galoun eget ne d-eo ann doare anezhan, o veza ma sell Doue ouz-omp ha ma tleomp dreist pep tra he zouja e kement leac’h ma vezomp, hag en em ziskouez dira-z-han ker glann hag ann elez.

Bemdez e tleomp kemeret a nevez menosiou mad, bemdez e tleomp poania da zont da veza santeloc’h, evel ma ve hirio enn deiz, eo e vemp en em roet da Zoue evit ar weach genta, enn eur lavaret : O va Doue, grit ma vezinn stard em menosiou mad ha ma servichinn ac’hanoc’h gant santelez. Grit d’in hirio ar c’hras da ober ar mad diwar-vreman, rak beteg-hen ne d-eo netra ar pez am euz great.

2. — Hervez ma vez kre hor menosiou mad, eo ez eomp war gresk er mad ; hag ann hini en deuz c’hoant dont da veza gwelloc’h, a zo red d’ezhan kaout kalz a aket. Mar teu da laoskaat aliez ann hini zo stard he venosiou mad, penaoz ne laoskfe ket ann hini ne d-eo