Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/73

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
I LEVR. — XIX KENTEL.

kemend ha kemend furcha ha lakaat e reiz vad ann diabarz hag ann diaveaz euz hor c’haloun. Eunn dra dalvoudek eo ober evel-se evit mont war gresk er mad.

4. — Ma n’oc’h ket evit en em denna heb ehana enn-hoc’h hoc’h-unan, grit kement-se eur weach enn amzer, diou weach bemdez da vihana, dioc’h ar mintin ha dioc’h ann noz. Dioc’h ar mintin, kemerit eur menoz vad-bennag ; dioc’h ann noz, sellit oc’h ho puez ; gwelit petra hoc’h euz lavaret, petra hoc’h euz great, petra hoc’h euz sonjet e-pad ann deiz, rak marteze hoc’h euz pec’het aliez a-enep Doue hag a-enep ho nesa.

Evel eunn den kalounek enn emgann, en em stardit a-enep troidellou ann drouk-spered, trec’hit ho lountregez, hag easoc’h a ze e trec’hot goude ho techou fall. Na vezit vak a-grenn morse ; lennit, skrivit, pedit, savit hoc’h ene war-zu Doue, pe grit eunn dra-bennag evit mad ar re emoc’h o veva enn ho zouez. Koulskoude ne dleer ket en em

rei da labouriou ar c’horf hep teurel

2**