evez, rak ne zereont ket oc’h ann holl kemend ha kemend.
5. — Ar pez a reot oc’h-penn ar re all, a dle beza great hep gouzout da zen, rak gwelloc’h eo e rafac’h evel-se ann traou a rit ac’hanoc’h hoc’h-unan. Diwallit koulskoude da ober gant re a vall ann traou diveza-man ha da veza dieguz e-kenver ober ar re all. Goude m’ho pezo great ervad ha penn-da-benn ar pez a zo red d’e-hoc’h da ober, neuze ec’h hellot ober evid-hoc’h hoc’h-unan ar pez hoc’h euz c’hoant, hervez ho karantez oc’h Doue.
Ne hell ket ann holl dud ober hevelep tra : ann dra-man a zo mad da unan, hag ann dra-ze a zo gwelloc’h da eunn all. Mad e kavomp ober dishevel, hervez ma vez ann amzer, rak bez’ ez euz traou hag a zo kavet gwelloc’h d’ar goueliou perz, ha lod all d’ann deisiou bemdez.
Pedennou zo hon euz ezomm anezho pa vezomp temptet ; pedennou all zo hon euz ezomm anezho pa vez hon ene didrouz hag e peoc’h. Lod zo mad d’e-omp da lavaret pa hon euz nec’h hag