Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



EVIT HOR C’HELENN.


Ann den, hed he vuez, ne ra nemet stourm a-enep ann drouk-spered, a-enep ar bed hag enn he enep he-unan. Lod a ia da venec’h evit stourm startoc’h ; lod all a choum e-touez ann dud. Kaer ho deuz, ne vezint ket treac’h, ma ne vezont bepred war evez. Ann hini zo boaz da glevet mouez he ene hag a gar beva pell dioc’h ar bed, ann hini a zell piz oc’h he gomziou hag oc’h menosiou he spered, ann hini a ra penn-da-benn hag a galoun vad kement tra zo gourc’hemennet d’ezhan, hen-nez a voug ne wall-ioulou hag a denn war-n-ezhan grasou ann env. Ann hini a zo laosk enn traou bihan, eme ar Spered-Santel, a gouez er pec’hed nebeut a nebeut.




UGENTVED KENTEL.


Red eo beva pell dioc’h trouz ar bed ha tevel aliesa mac’h heller.


1. — Klaskit, aliesa mac’h hellot, ann dro da zonjal enn-hoc’h hoc’h-unan hag e madelesiou ann Aotrou Doue. List ann traou ne d-int mad nemet da goll ann